http://www.arvorigfm.bzh/index.php?vrs=brezhoneg
Arvorig FM en direct

Site en cours de maintenance


PODCAST

ALC'HWEZIOU BREZHONEG

AN DIVSKOUARN O NIJAL

  • Emission du 11/03/2022 de 12:00 ą  12:45
     Plijet-kenań eo Jean Pouliken eus Lambaol-Gwimilio gant an troioł-bale. Bet eo bet e meur a vro e-giz-se, e-unan pe a-wechoł gant unan eus e vibien. Tremenet an oad a 70 vloaz, en deus bet c'hoant mont d'ober un dro-vale all, er menezioł uhel an Imalaia an taol-mań betek tro 5 000 metrad a uhelder. En abadenn-mań e vezo klevet lodenn gentań e dro-vale. Emań ouzh mikro Reun.

  • Emission du 04/03/2022 de 12:00 ą  12:45
     40 vloaz 'zo e oa bet aozet Kampionad ar Bed Siklo-kross e Lanarvili, ur sapre taol-kaer a-berzh Jean Le Hir. Louis Le Roux eus Kerniliz, bet reder, aozer ha skoazeller redadegoł siklo-kross a zeu en-dro war an darvoud-mań ha toud ar pezh en deus degaset war-lerc’h. Ober a ra ar poent ivez war ar siklo-kross en dervezh a hiziv. Emań ouzh mikro Reun.

  • Emission du 18/02/2022 de 12:00 ą  12:45
     Bep bloaz e vez graet atersadennoł gant studierien trede bloavezh aotregezh brezhoneg UBO Brest. En abadenn-mań hon eus ar blijadur da reiń deoc'h da glevet lod diouto, kaset deomp eta gant Sezni, Marion, Fańch, Kenan ha Louison. Un abadenn kaset da benn gant Reun.

  • Emission du 11/02/2022 de 12:00 ą  12:45
     Tro ar bloavezhioł 1960 en deus kroget al labourerien-douar da c'hounit maiz amań e Breizh hag a-nebeudoł en deus ar plant-mań kemeret ur plas brasoc'h-brasań er vro daoust d'ar bloavezhiennoł fall a zo bet avat. Anv ez eus ivez eus ar mekanikoł a gaver hiziv ha n'o deus netra da welet gant ar re gentań toud. Setu pezh a gont deomp Jopig Broudeur, Jopig Konk ha Fańch Jestin, emaint ouzh mikro Reun.

  • Emission du 28/01/2022 de 12:00 ą  12:45
     Deuet eo er maez niverenn ziwezhań Carn n° 180-181, un niverenn doubl an taol-mań kement ha lidań 60 vloaz Ar Celtic League. Kavout a reer enni evel kustum keleier o tont ar 6 bro geltiek.. Kement-mań e vez kontet deomp gant Gi Keltik a ra war-dro Carn evit Breizh. Emań ouzh mikro Reun. Ha da echuiń e ra anv Mari-Frańs Abily eus ur veilhadeg e Plouzane.

  • Emission du 21/01/2022 de 12:00 ą  12:45
     Ar voest-noz An Tocade, lec'hiet e Gwitalmeze a zo serret abaoe tost 15 vloaz bremań ha prestik e vezo diskaret zoken. Brud a zo bet gant al lec'h dańs-mań tro ar bloavezhioł 80 ha betek 2007. Setu pezh a lavar deomp Georges Gourvennec, kuzulier kźr e Gwitalmeze e-karg eus savadurioł ar gumun, hag ivez Raymond Mellaza, bet o labourat en Tocade tro penn-kentań ar bloavezhioł 70. Aterset int gant Reun.

  • Emission du 24/12/2021 de 12:00 ą  12:45
     100vet levrenn an dastumad "One piece" a zo deuet er-maez e fin ar bloavezh 2021. Ul levrenn hag a oa gortozet gant ar milionoł a dud a lenn unan eus ar mangaioł brudetań er bed. Tost 500 milion a levrioł "One piece" a zo bet gwerzhet en holl abaoe m'eo bet kroet an dastumad gant Eiichiro Oda hag embannet evit ar wech kentań d'ar 24 a viz Kerdu 1997. Evit lakaat ar gaoz war fenomen "One piece" en doa Erwan Blanchard degemeret daou lenner yaouank "One piece": Tugdual Chartier ha Louis Blanchard.

  • Emission du 03/12/2021 de 12:00 ą  12:45
     "L'espoir des campagnes bretonnes". An dispac'h war ar maez 'ba Breizh etre 1950 ha 1980, setu titl al levr nevez deuet 'maez 'zo embannet gant Roudoł édition. Ul levr hag a zo bet savet gant Pierrick Mellouet 'vit an testennoł hag Albert Penneg 'vit ar poltredoł. Kontań reont an dispac'h 'zo bet 'bal labour-douar 'ba Breizh war lerc'h an eil brezel bed hag e-kerzh "Les trente glorieuses"… dre stumm testenioł ul lodenn eus an dud 'neunt kemeret perzh 'bar cheńchamantoł bras 'zo bet 'ba Breizh d'ar poent se… Pierrick Mellouet 'neus kontet da Erwan Blanchard un tamm mat eus al labour 'neus kaset evit sevel e levr.

  • Emission du 02/12/2021 de 12:00 ą  12:45
     Nevez embannet eo bet gant Skol Vreizh levr Michel Hamon "Splendeurs baroques en val d'Elorn", ur c'haer a levr skeudennet brav gant kalzig a boltriji. Polig Kombod, prezidant a-enor Skol Vreizh a lavar muioc'h deomp diwar-benn danvez al levr. Emań ouzh mikro Reun.

  • Emission du 26/11/2021 de 12:00 ą  12:45
     Ul levr nevez a zo deuet er-maez diwar bluenn Frank Bodenes : Kezeg Direizh e t Skol vreizh. Kontań a ra Frank hiroc'h diwar pezh a ra danvez e zanevelloł. Ur ger a lavar ivez evit echuiń diwar ar gevredigezh War-Droad a aoz pourmenadennoł kostez Brest. Emań ouzh mikro Reun.

  • Emission du 19/11/2021 de 12:00 ą  12:45
     Goude bezań bet skolaerez e Diwan e-pad ouzhpenn 15 vloaz he deus Maiwenn Kermareg cheńchet micher. Emań-hi o terc'hel ur stal bremań e Montroulez : ar stal L'Atelier tout en cadre. Kontań a ra ouzh mikro Reun perak eo aet war ar vicher-mań hag ivez peseurt labourioł a vez kaset da benn ganti.

  • Emission du 08/10/2021 de 12:00 ą  12:45
     Denez Oulhen a zo skolaer met ivez rener en ur skol vihan e Landunvez e Bro-Leon. Kontań a ra ouzh mikro Reun penaos eo bet an distro-skol ha raktresoł ar bloavezh skol-mań. Lavarout a ra deomp ivez perak eo plijus labourat en ur skol vihan e-giz-se daoust d'an diaesterioł a vez a-wechoł evel ar c'hleńved-red d'ar poent-mań.

  • Emission du 02/10/2021 de 12:00 ą  12:45
     Abaoe 2 vloaz bremań e c'heller mont da weladenniń Maner Kerveatoux e Plouarzhel, ul lec'h chomet kuzh betek nevez'zo evit ar bras eus an dud. Heńchet e vezer gant tud eus ar vro en o zouez Alfońs Ragenez, unan eus an amezeien tostaat hag a feurme douaroł da berc'henned ar maner pa zalc'he e diegezh. Diskouez a ra al lec'h ha kontań a ra e eńvorennoł. Emań ouzh mikro Reun.

  • Emission du 01/10/2021 de 12:00 ą  12:45
     En abadenn-mań ez eus anv eus ar vandenn dreset Gueule d'Or hag eus he zreser Kristen Foisnon a-drugarez da Jil Kilivere hag en deus anavezet anezhań mat er bloavezhioł 90. En eil lodenn e vez roet ar gaoz da Cecile Caillaud eus ar gevredigezh Mignoned Kristen Foisnon lakaet embann al levr ganti. Emaint ouzh mikro Reun.

  • Emission du 24/09/2021 de 12:00 ą  12:45
     Loc'het eo en-dro an abadennoł e c'hoariva Montroulez, savet ar roll gant Jean Yves Gourvez evit an taol diwezhań dre ma z aio war e leve penn kentań 2022. Kontań a ra ivez ouzh mikro Reun penaos eo deuet da vezań tik gant ar c’hoariva, santimant gantań c'hoari en-dro ur wech echu gant e labour e Montroulez.

  • Emission du 17/09/2021 de 12:00 ą  12:45
     Liorzhań a blij kalz da vBernard Lejeune met en un doare bio hag ivez saveteiń gouennoł kozh legumachoł a zo. Kontań a ra kement-mań ouzh mikro Reun e-ser ober un droiad en e liorzh.

  • Emission du 15/09/2021 de 12:00 ą  12:45
     Distroet eo skolidi 'ba o skolioł e miz Gwengolo! Taget eo bet ar brezhoneg hag ar c'helenn dre soubidigezh e yezhoł bro gant gouarnamant Bro C'hall 'vel biskoazh e 2021… Nac'haet eo bet gant Kuzul Stad Republik Frańs anavezout lodenn al lezenn Molac war ar c'helenn e yezhoł bro da skouer. Kement ha lakaat skolioł 'giz Diwan pe Iskatola er-maez lezenn hag a-enep Bonreizh Republik Bro-C'hall. Kement 'mań eo disoc'h labour Jean-Michel Blanquer. Evit ministr an Deskadurezh e ranker kas Diwan gant un hent all evit ar c'helenn dre soubidigezh: an divyezgezh. Diskoachet eo bet, ivez, an danevell diwar benn Diwan 'zo bet skrivet gant ensellerien an Deskadurezh: Yves Bernabé ha Sonia Dubourg-Lavroff. Ennań e c'haller kavout an danvez 'neus maget spered ar ministr. En abadenn, hudu, e vo taolennet stad Diwan gant Gregor Mazo. Klevet 'vo bugale 'zo 'ba skol Diwan ar Guelmeur hag o mestr-skol. Andre Lavanant, bet prezidant Diwan, ' roio e sońj war an danevell bet skrivet e 2019 gant Bernabé ha Lavroff. Prientet, frammet, produet ha kinniget eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

  • Emission du 10/09/2021 de 12:00 ą  12:45
     E Trebabu emaomp evit an abadenn-mań asambles gant 3 den eus ar gumun: Yvonne Kerebel, Franēois Richard ha Marie-Pierre Bernicot. Kontań a reont deomp ar vuhez en o farrez gwechall ha bremań. Emaint ouzh mikro Reun.

  • Emission du 09/09/2021 de 12:00 ą  12:45
     Pad nav miz eo bet Aouregan Coļc o labourat e giz klańvdiourez 'ba enez La Reunion. M'eo bet betek morveur Habask eo evit beajiń o labourat! Ur wech bout en em gavet 'ba Sant-Per, 'ba kreisteiz an enezenn, eo bet gopret buan gant an ospital foran, evit labourat er servij advevaat. D'ar poent se, fin ar bloaz warlene, 'oa 400 den diwar 100 000 'oa klańv gant ar c'hovid 19. Dre se 'oa bec'h war boblańs La Reunion… Distroet eo nevez 'zo da Vreizh ar vaouez yaouank a zo orin eus Gwengamp… kinniget eo an abdenn gant Erwan Blanchard.

  • Emission du 11/08/2021 de 12:00 ą  12:45
     Evel bep bloaz e vo kalz a abadennoł gant Ar Vro Bagan e-pad an hańv, un abadenn tan ha kurun nevez a zo ganto ar bloaz-mań e-touez meur a dra all. Kontań a ra Goulc'han Kervella pep tra deomp. Emań ouzh mikro Reun.

  • Emission du 30/07/2021 de 12:00 ą  12:45
     Nevez ' zo eo bet sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg gant Ti-Kźr Pleiber-Krist. Digarez da c'houzout hiroc'h diwar-benn plas ar brezhoneg er gumunn-mań eus Bro -Vontroulez gant Lena Louarn, Nolwenn Malengreau, kuzulierez ti-kźr ha Jo Kalvez, prezidant Brezhoneg e Pleiber. Emaint ouzh mikro Reun.

  • Emission du 22/07/2021 de 00:00 ą  00:00
     Unan eus al lec'hioł saotret ar muiań gant ar plastik eo ar mor… Se 'zo kaoz e kemer Océanopolis perzh 'bar programm european, "Preventing plastic pollution", evit stourm a enep ar gudenn vras se. Hag evit kizidikaat an holl 'zo kinniget, beket ar 7 a viz Du, un diskouezhadeg poltredoł evit lakaat war wel efedoł ar plastik war ekosistem ar mor. 16 foto bras tennet 'ba lennvor Vrest 'zo ingalet war an hent da bourmen a ya hebiou Oceanopolis 'zo er Vilin Wenn. En em gavout 'reomp dirak unan anezho gant Glen Dissaux 'zo bez prezidant Brest Meur gźr 'zo e karg eus "ar steńv hin, COP 26 hag Ajenda 2030". Kinniget eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

  • Emission du 08/07/2021 de 12:00 ą  12:45
     "Kontadennoł Kanterbury" 'zo bet lakaet e brezhoneg gant "Madarjeu"... Pezhioł c'hoari bet skrivet gant Geoffrey Chaucer etre 1387 ha 1400 evit barn kevredigezh Bro-Saoz er grenn-amzer. An abadenn a zo kaset e brezhoneg hag e saozneg, div gontadenn oc’h ober anezhi : « Ar Pardoner » hag « An Itron a vBath ». Bro-Saoz, 14vet kantved, bec’h zo er vro. Iliz Roma a zo o vont d’an traoń. Emań a vosenn-zu o redek, o kas ganti ar paourkaezh tud da zigentań. Ar re o deus bet ar chańs da chom o deus c’hoant cheńch penn d’ar vazh :… En abadenn 'vo klevet Blaithin Coneely-Allain ha Bob Simon. Kaset eo gant Erwan Blanchard.

  • Emission du 02/07/2021 de 12:00 ą  12:45
     O tostaat emań Festival Kann al Loar e Landerne. Abadennoł liesseurt a vo etre an 9 hag an 11 a viz Gouere. Taolet 'vo ur sell a dostoc'h war brogrammadur ar festival gant Erwan Yvenou ha Maina Sparfel. Gant Reun.

  • Emission du 25/06/2021 de 12:00 ą  12:45
     E Landerne e tegouezho tennad kentań Tro Bro Frańs 2021. Birvilh a zo war-dro an ti-kźr a-benn degemer eus ar gwellań ar rederien, setu pezh a gont Solanj Kloareg o labourat evit Kźr Landerne ouzh mikro Reun. En eil lodenn an abadenn e kont Yann Jestin deomp e eńvorennoł eus an Dro Bro Frańs.

  • Emission du 25/06/2021 de 12:00 ą  12:45
     Tennad kentań Tro Bro Frańs 2021 a vezo etre Brest ha Landerne. Digarez da zegemer Rolland Keroulas eus Logonna-Daoulaz. Plijout a ra kalz ar velo da Rolland, redek a ra bep sizhun evit ar blijadur, ober a ra war-dro Tro Leon ha sellet a ra ivez eus Tro Bro Frańs. Kontań a ra pep ta ouzh mikro Reun.

  • Emission du 16/06/2021 de 12:00 ą  12:45
     « C'hwezh an an ammoniak 'zo 'ba Breizh! » Setu danvez an enklask kentań embannet gant Splann! Splann 'zo ur media war internet 'zo bet kroet e miz C'hwevrer gant kazetennerien eus ar vro evit gellout kas enklaskoł kazetenniń dizalc'h 'ba Breizh. War lec'hienn internet Splann.org 'c'hallit gouzout hiroc'h war saotradur an aer gant an amoniak. Breizh eo ar rannvro 'ba Frańs lec'h 'zo kaset ar muiań a amoniak d'an aer. Ur sujed hag a zo chomet kuzh betegen. Ter lodenn 'ya d'ober an enklask, div a zo en linenn gant titloł 'zo sklaer 'walc'h: "E Breizh emań an amoniak o lazhań didrouz" ha "Industrielaerien ha strollegezhioł lec'hel o c'hoari da vat evit an amoniak »... Hag an trede hini 'zo diwar benn ar stal Timac 'ba Sant-Malou 'neus produet temz azot 'pad pempzek vloaz 'maez lezenn... dre se 'neus kaset amoniak d'an aer forzh pegement. Labour-douar stank ha stank hag industriezh gounez-vouedel a zo kaoz hervez an enklask. Ur gudenn yec'hed foran a zo diskouezhet ivez gant Splann ! 'Ban abadenn 'vo klevet Juliette Cabaēo-Roger a zo ezelez eus kuzul embann Splann! Un abadenn hag a zo kaset gant Erwan Blanchard.

  • Emission du 14/05/2021 de 12:00 ą  12:45
     Seongwoo Kang a orin eus Bro Gorea, a zo o teskiń hag o studiań hor yezh abaoe tri bloaz e Skol-Veur Brest hag emań war ar memes tro servij sivik e Skol Diwan Lokournan. Kontań a ra ouzh mikro Reun penaos eo deuet da vezan dedennet gant ar brezhoneg. Un digarez eo ivez da c'houzout hiroc'h diwar-benn e vro c'henidik. Gant Reun

  • Emission du 29/04/2021 de 12:00 ą  12:45
     Aet eo Roland Lavanant d'an anaon un nebeud dervezhioł a zo. Tro en doa bet da labourat evit Arvorig FM e penn-kentań ar bloavezhioł 2000. Roet e vez deoc'h da glevet en abadenn-mań atersadennoł bet graet gant Roland p'edo e Arvorig FM. Un abadenn kaset da benn gant Karolina ha Reun

  • Emission du 23/04/2021 de 12:00 ą  12:45
     Benjamin Franckaert, medisin hollegour e Ti yec'hed Menez Are en deus labouret evit plantań brezhoneg war e lec'h labour. Diwar-se eo bet roet da Ti yec'hed Menez Are priz kentań dazont ar brezhoneg 2021 e rummad strollegezh. Kristian ar Braz diouzh e du en deus bet ivez ur priz evit e levr Kroashent-tro. O daou a zo bet enoret d'ar 15 a viz Ebrel e Sizhun. Reun a oa war al lec'h.

  • Emission du 15/04/2021 de 12:00 ą  12:45
     "Amań emań an amann, mamm" eo levr diwezhań Herve Losseg, deuet er maez e ti Skol Vreizh. 12 danevell berr a ya d'ober anezhań, liesseurt an danvezioł avat. An 3 c’hentań liammet gant an amann, alese titl al levr. Kontań a ra Herve Losseg hiroc'h ouzh mikro Reun.

  • Emission du 26/03/2021 de 12:00 ą  12:45
     E niverenn ar goańv ar gelaouenn Minihi Levenez e ra anv Job an Irien eus ar c’hleńvedoł-red e Penn-ar-Bed e-doug ar c’hantvedoł hag eus ar roudoł a gaver hiziv amań hag ahont, dreist-holl er chapelioł hag en ilizoł. Kontań a ra kement man ouzh mikro Reun.

  • Emission du 12/03/2021 de 12:00 ą  12:45
     Selloł eus Afrika, setu anv an diskouezadeg a zo d'ar poent-mań e Palier ar C'homoedia e Brest. 23 arzour a gemer perzh, lod eus Afrika evel-just met ivez lod all eus Breizh, en o zouez an engraver Thomas Godin eus Landerne. Lavarout a ra muioc'h deomp diwar an diskouezadeg- man hag an oberennoł staliet gantan. Emań ouzh mikro Reun

  • Emission du 05/03/2021 de 12:00 ą  12:45
     Virjil Bleunven a zo ul labourer-douar yaouank eus Plabenneg. Staliet eo abaoe 3 bloaz hag ober a ra moc'h bio. Gwerzhań toud ar c'hig produet gantan war ar marc'hadoł pe dre ar stal Biobigus lec'h ma kenlabour gant e c'hoar Marion. Kontań a ra pep tra ouzh mikro Reun.

  • Emission du 25/02/2021 de 12:00 ą  12:45
     Per Bihan Poudeg a zo bet labourer-douar e Plouneour-Treazh ha dre-se e anavez mat Sika Kastell-Paol. Lavarout a ra ouzh mikro Reun an nevezentioł a zo abaoe digoradur savadur nevez Kervorus. War ar memes tro dre m'eo unan eus renerien Brittany Ferries, e lavar ivez penaos emań kont ganto abaoe ar Brexit hag ar C'hovid. Gant Reun

  • Emission du 19/02/2021 de 12:00 ą  12:45
     Degemeret a ra Reun Klodi Malnoė renerez Stumdi, digarez d'ober ur poent diwar-benn ar greizenn stumman-man. Anv vez graet eveljust eus ar stummadurioł , met ivez eus al lec'h stumman nevez e Brest hag ivez eus ar priz roet da Stumdi gant Produet e Breizh.

  • Emission du 12/02/2021 de 12:00 ą  12:45
     Studioł war ar gwir he deus graet Agathe Chapelain, paket ganti ur master war ar gwir etrevroadel denegour. Dre-se eo bet o labourat e meur a vro : Kolombia, Ekuador, Haiti, ha diwar ar skiant-prenet paket ganti eman o kregiń gant un dezenn diwar an danvez-mań. Kontań a ra pep tra ouzh mikro Reun.

  • Emission du 05/02/2021 de 12:00 ą  12:45
     Deuet eo er-maez niverenn ziwezhań Carn, kelaouenn ar Celtic League. Enni e kaver keleier eus an holl broioł keltieg, en o zouez pennadoł diwar-benn Breizh. Gi Keltik ezel eus ar gevredigezh a ra anv eus pennadoł an niverenn-man. Emań ouzh Mikro Reun.

  • Emission du 29/01/2021 de 12:00 ą  12:45
     Nevez deuet eo er maez al levr "Plouarzhel, ar vuhez war ar maez o chench". Gouezet e vezo hiroc'h diwar-benn an embannadur-mań met ivez diwar-benn al labour-douar a-hed eil lodenn ar c'hantved tremenet gant Jean-Claude Jezekel hag Alfońs Ragenez, kemeret perzh ganto er raktres. Emaint ouzh mikro Reun.

  • Emission du 22/01/2021 de 12:00 ą  12:45
     Cathy Le Roux a labour abaoe un dek vloaz bennak gant Ti an Douristed Bro an Aberioł. Kontań a ra deomp penaos eo tremenen ar bloavezh 2020 evit pezh a sell eus an douristelezh. Ober a ra anv ivez eus ar raktresoł evit 2021 hag eus al lec'hienn nevez savet ganto diwar-benn glad Bro an Aberioł. Emań-hi ouzh mikro Reun

  • Emission du 08/01/2021 de 12:00 ą  12:45
     Paeron stajidi Stumdi eo Tudi Kernalegenn ar bloaz-mań. Lavarout a ra ouzh mikro Reun petra a dalv kement-mań. Digarez eo ivez da c'houzout hiroc'h diwar-benn e labour a rener e penn Bretagne-Culture-Diversite - Sevenadurioł. Gant Reun

DEOMP DEZHI

DIELLOU

  • Emission du 15/03/2022 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2006. Reun ar Glev, yezhour, yezhadurour ha geriadurour ivez. Meur a oberenn 'zo bet savet gantań: "Syntaxe du breton moderne","Études syntaxiques bretonnes", ha "Dictionnaire classique franēais-breton", ma kaver miliadoł a skouerioł tennet eus skridoł brezhonek an XIXvet hag an XXvet kantved. Gant Karolina

  • Emission du 30/04/2021 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł RCF, radio an aodoł e Brest 1995. Klevet'vo Yann Guivarc'h, labourer-douar e Santeg. Kroget 'oa gant ar sevel hag ar gwerzhań bleunioł er bloavezhioł 60'. Bet divizet gantan kuitaat ar Sica evit mont da werzhan e varc’hadourezh war ar plasennoł. Gant Karolina

  • Emission du 26/02/2021 de 13:00 ą  14:00
     Fiziet z eus bet ennomp dielloł RCF Brest, pe c'hoazh radio an aodoł. Evit an abadenn gentań vo roet deoc'h da glevet ur pennad-kaoz gant Job an Irien, bet pedet gantan Yann-Fanch Kemener, e 1995. Gant Karolina

  • Emission du 09/02/2021 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł RCF. Diwar-benn ar yezhour Gregor a Rostren hag e c'heriadur galleg-brezhoneg. Danvez un abadenn kinniget gant Fańch Morvannou e 1993. Gant Karolina

  • Emission du 24/11/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł : Taouarc'heg Langazel. Taouarc'heg koshań Breizh eo hag a zo e Bro-Leon! Ul lec'h dreistordinal. Ul lec'h gouez met kempennet war un dro. Hiroc'h vo gouezet gant Marsel Paugam hag Yann an hir. Gant Karolina

  • Emission du 30/10/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł: ar Joniged, da lavaret eo Bretoned divroet e Breizh-Veur evit gwerzhan ognon roz. 2001: Testeni Henri ar Goualc'h eus Plougouloum, bet Joni anezhań. 2008: Testeni Yves Jakob, "memor Rosko". Gant Karolina

  • Emission du 02/10/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2006 Kenstrivadeg displegań festival Kann al loar 2006. Gant Albert Boche, Germaine Kervarec, Kristof Gac, Yann Bijer, Jean-Yves Mer, Per ar Gov, Franēois-Marie Kervarec, Yves Abiven ha Jean-Marie Jacq.

  • Emission du 18/09/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 1999: Setu an eil abadenn gant ar c'helenner skol-veur Fańch Morvannou, diwar-benn ar skrivagner ha kazetenner Jakez Riou. Kinnig a raio buhez an den, e oberennoł hag e lenno aridennadoł eus danevelloł Jakez Riou. Gant Karolina

  • Emission du 09/09/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 1999. Ur brezegenn kinniget gant Fańch Morvannou da geńver 100vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Jakez Riou. 'barzh an abadenn e lakaio ar gaoz dreist-holl war "Triad Hondarribia" da lavaret eo Jakez Riou, Youenn Drezenn ha Jakez Kerrien. Gant Karolina

  • Emission du 21/08/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2001: Per Denez. E 2001 'oa bet pedet Per Denez da vont da ober anaoudegezh gant liseidi Diwan Karaez. Dreistholl 'oa bet lakaet ar gaoz gantań diwar-benn e vuhez emsaver ha penaos 'oa bet krouet an aotregezh vrezhoneg e skol-veur Roazhon 2 e 1981. Gant Karolina.

  • Emission du 10/07/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2003: Beilhadeg Gwinevez aozet gant Dastum Bro Leon. Gant Per ar Gov, Per Chapalan, Maryse Mear, Fańch Mear ha Jeanne-Yvonne Acquiter. Gant Karolina

  • Emission du 03/07/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2006 & 2007 Div garn eus nevez-oadvezh ar maen: Karn Barnenez displeget gant Marthe le Bail & Enez Karn kinniget gant Jo Patineg. Gant Erwan.

  • Emission du 19/06/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2010 Milin Koat Merret e Lanhouarne a vez dalc'het gant ar familh Siohan abaoe 1850. Displeget 'vo istor ar valerez c'hreun-se ha mont en-dro he mekanikoł gant Jean Siohan, bet miliner, bet enrollet e 2010 pa oa 89 bloaz. Gant Karolina

  • Emission du 05/06/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2010: ur veilhadeg oa bet aozet gant kevredigezh "Arzoł da zont" a zo he fal skoazell skol Diwan Plabenneg. Klevet 'vo istorioł farsus gant tud ar vro. Gant Karolina

  • Emission du 29/05/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2007. Ul lodenn eus istor hor bro. Levr "Iwerzhoniz o tivroań e Breizh er 17vet kantved eus Kreiz-Breizh betek aber ar Blavezh", kinnget gant Alan an Noac'h hag Albert Bocher. Pourmednadenn 'barzh Kastell an Duked e Naoned ,goude bloavezhioł a labourioł, heńchet gant Visant Roue eus Ofis ar Brezhoneg. Gant Karolina

  • Emission du 22/05/2020 de 13:00 ą  14:00
     DIELLOU 2010 & 2011. "Ichtyonymie bretonne" Lan-Gwennog ar Berr kinniget gant Yann an Du, kelenner ha klasker hag a zo aet da Anaon n'eus ket pell zo. "Ar prenestr arc'hant" , barzhonegoł Per Pondaven embannet gant an Alarc'h ha kinniget deomp gant e gamarad Cheun ar Gall. Gant Karolina

  • Emission du 08/05/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2011. Ernest & Thérčse Roue eus ar C'hloatr-Plourin. Ernest oa unan eus krouerien "L'union avicole d'Armorique". Hag ivez vo klevet Glaoda Rideller, boutaouer e Montroulez, aet d'an anaon ar bloaz-mań. Gant Karolina

  • Emission du 01/05/2020 de 13:00 ą  14:00
     Dielloł 2013. Daou skrivagner a vro Dreger: Fańch Peru & Daniel Giraudon. Gant Karolina

  • Emission du 24/04/2020 de 13:00 ą  14:00
     2010: Ur mintinvezh pesketa. Mont da daralegeta da Santeg da geńver un devezh reverzhi vras. Gant Andre Grall, Bernard Lejeune, Henri Prigent, Bernard Dirou, Daniel Roue ha Karolina!

  • Emission du 17/04/2020 de 13:00 ą  14:00
     An abadenn gentań gant dielloł Arvorig FM. Roet vo deoc'h da glevet Anna Vari Arzur, bet krouet ganti Skolig al louarn e Plouvian. Stourmerez evit ar brezhoneg! E 2007 eo bet enrollet Anna Vari, d'ar poent-se e oa 87 vloaz. Gant Karolina

  • Emission du 15/04/2020 de 12:00 ą  12:45
     Dielloł 2009 Donatien Laurent , un den a-bouez evit al lennegezh dre gomz e Breizh. Un eil abadenn kinniget gant Herve ar Beg. Gant Donatien Laurent, Jean-Yves Monnat, Yann-Ber Piriou ha Gilles Goyat.

  • Emission du 08/04/2020 de 12:00 ą  12:45
     Dielloł 2009 Donatien Laurent: un den a-bouez-bras 'barzh istor an enklask etnologel e Breizh. Donatien Laurent ha Fańch Postic ouzh mikro Herve ar Beg.

DIWAR SKRIDOU

  • Emission du 30/10/2021 de 10:30 ą  11:15
     Roll an abadenn :pennadoł diwar ar "Ya" 855, "An teirgwern Pembroke" gant Jarl Priel, "Merc'hed war-dro" skrivet gant John Mcgahern ha troet gant Kristian Bras. Un abadenn kinniget gant Youn ha Jean-Yves.

  • Emission du 23/10/2021 de 10:30 ą  11:15
     Roll an abadenn : pennadoł diwar "Ya" 854, "Blaz an holen" gant Fulup Oillo, "Du evel an noz liesliv" gant Malo Bouėssel du Bourg. Un abadenn kinniget gant Youn ha Jean-Yves.

  • Emission du 16/10/2021 de 13:30 ą  14:15
     Roll an abadenn: Pennadoł diwar "YA", Mojennoł Paotr Treoure, "Enez an Amerikaned" gant Goulc'han Kervella. Un abadenn kinniget gant Youn ha Jean-Yves.

  • Emission du 26/09/2021 de 10:30 ą  11:15
     Diwar skridoł 21 09 26 Ya 850 Diwar un nebeud skridoł deus ar gazetenn Ya niverenn 850, Youn Gourvez ha Jan-If Ar Penneg a ginnig deoc’h an abadenn Diwar skridoł. Da heul e roont un tańva deus levrioł pe gelaouennoł deus an dibab.

GWERZIOU

JAZZ E MENEZ ARE

    KANOMP LAOUEN

    KORN AR STAJIDI

    LENNEGEZH

    PENAOS E YA AR BED

    POENT ZO BET

    TROUZ ER GER

    • Emission du 17/05/2022 de 13:00 ą  14:00
       Darvoudoł hag oberennoł "Kanomp Breizh" displeget gant Youenn Boulig & Yann-Ber Thomin. Kinniget 'vo ivez kanaouenn nevez Dom Duff "Dorn d'ar vann" Gant Karolina

    • Emission du 14/04/2022 de 13:00 ą  14:00
       D'ar Gwener 8 a viz Ebrel, Rannvro Breizh a asante an destenn evit emrenerezh Breizh. Un dibab istorel gouez da Nil Caouissin kuzulier rannvro gant dilennidi Breizh-a-gleiz hag a ginnige an destenn. Klevet e vo anezhań diwar-benn an diviz-se. Anv vo ivez en abadenn deus 150 vloaz ar savlec'h biologel e Rosko gant Bernez Kloareg bet rener eno etre 2004 ha 2018.

    • Emission du 13/04/2022 de 13:00 ą  14:00
       Un abadenn kinniget gant Ifig Kalvez hag Erwan Uguen deus Arvorig FM asambles gant Maļ Le Guillevic, stajiadez deus ar "Stummadur Radio" e Gwengamp. - Ouzh mikro Maļ, Melanie Boullig a ginnigo karr-samm yec'hed ar gevredigezh Le MarSOINS. - Gant Erwan Uguen ez aimp e Skol Diwar ar Faou, degemeret ganto ar gevredigezh c’hoariva istorel "Les 7 bras". Anv 'vo ivez deus an abadenn "Vioł 'ta". - Ouzh mikro Ifig Kalvez e vo anv deus lid 150 vloaz Savlec'h biologel Rosko gant Bernez Kloareg bet rener eno.

    • Emission du 12/04/2022 de 13:00 ą  14:00
        Gant Loig Jestin ezel deus kevredigezhioł Gward an oad hag ar soudarded e vo lakaet ar gaoz war Beaj Bro-Skos ar vag Brioc e pad an hańv 2022. Brioc a zo ur vag gant ur c'houc'h ler dezhi mod an 10vet hańvet.

    • Emission du 25/03/2022 de 13:00 ą  14:00
       Skipailh Brezhoweb e Bro-Bagan evit an abadenn "Mojennoł", eil lodenn an abadenn. Gant tud Brezhoweb, Katell Grall & Dewi Siberil. Ha goude bezań klevet Stefan ar Gall 'barzh an abadenn gentań ez eo Goulc'han Kervella a vo klevet an taol-mań. Gant Karolina

    • Emission du 22/03/2022 de 13:00 ą  14:00
       Kaoz'vo eus kelaouenn al Liamm niverenn 450 kinniget gant Erwan Hupel. Kaoz'vo ivez eus un diskouezadeg savet gant skolajidi ar Vizag ha gant o c'helenner Yoann an Nedeleg da geńver ur gejadenn gant Kris bet savet gantań ha gant Jean-Claude Fournier, ar vandenn dreset "Plus prčs de toi". Gant Karolina & Erwan.

    • Emission du 11/03/2022 de 13:00 ą  13:30
       Bet eo bet skipailh Brezhoweb er Vro Bagan e Plougerne evit o abadenn "Mojennoł". 'barzh an abadenn gentań ez eo Stefan ar Gall a 'vo klevet. Un digarez da gaout e sońj war bed ar beilhadegoł hiziv an deiz. Hag evel-just e vo klevet istorioł farsus! Eil lodenn an abadenn a vo gouestlet d'ar skrivagner brestad Paol ar Meur, enrollet gant Marsel Maudire. Gant Karolina

    • Emission du 02/03/2022 de 13:00 ą  14:00
       Gant e labour luc’hskeudenniń Stefan Ac'h a vez kaset e Brest hag en tro-war-droioł. Displegań a ra ar pezh a vez ziskouezet gantań dre lagad e venveg poltrediń.

    • Emission du 01/03/2022 de 13:00 ą  14:00
       Div levrenn arnodskridoł a zo bet embannet gant Aber ha skrivet gant Pierrette Kermoal : "Lennegezh Vreizh o tiwanań". Ur pennad-kaoz graet gant Marsel Maudire

    • Emission du 25/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       "Pebezh sirkus alato!" a zo anv ar pezh-c'hoari bet pleustret gant stajidi yaouank strollad ar Vro Bagan gant sikour Maxime an Ostiz. Klevet 'vo ivez Beat Box bet enrollet da geńver ur sonadeg gant Jean-Luc ha Noah Roudaut. Gant Karolina

    • Emission du 23/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       Krog 'barzh, setu anv ar bier bet aozet gant ar vreserezh Sklent evit skol Diwan Landerne. Gwerzhań ar bier-mań a vez graet gant kerent ar vugale da arc’hantaouiń ul lodenn deus mont en-dro ar skol. Graet e vo tro ar stal asambles gant an daou vreser Pierre-Louis ha Constant Oger ha Klervi Lintańf ha Johanne Beyou deus Skoazell Diwan Landerne.

    • Emission du 22/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       Kaoz 'vo en abadenn hiziv eus levr Goulc'han Kervella "Medhi divroad": Imram poanius an divroidi war-zu an Eldorado, gant skoazell tud vadelezhus ivez. Istor ar Vretoned divroet war-lerc'h o bara hag o reiń, d'o zro, digemer d'ar repuidi en o bro. Hag e vo klevet ivez Fańch Broudig, diwar-benn e vlog langue-bretonne.org. Gant Karolina

    • Emission du 16/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       A-benn skrivań ul levr gant tresadennoł evit ar grennarded 'zo bet kinniget da Loeiza an Duigou hag Anna Duval da baseal ur pemzektez chomadenn war Roc'h gored er maez da Lilia. Ur mennozh kinniget gant jerom Olivry hag Erwan Hupel eus skipailh al Liamm Gant Karolina

    • Emission du 11/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       Etre ar 24 hag ar 27 a viz C'hwevrer e vo Breizhtival e Landivizio. If Ar Roue, Lomig Mobihan ha Michel Prizer a kinnigo roll an abadennoł deomp. "Trouz er gźr" gant Ifig Kalvez.

    • Emission du 10/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       Un tamm tro e-pad ar vakańsoł goańv e kreizenn dudi Gorre-menez Loperc'hed gant Delphine Salaun, Ninnog Kerbiquet ha Garlonn Vergne. Pemzek a vugale a oa gant ar buhezourezed da c'hoari ha deskin gant dudi diwar-benn an endro hag an adaozań. E fin an abadenn, ur pennad diwar-benn sonerezh Garlonn. Ouzh mikro Ifig Kalvez

    • Emission du 01/02/2022 de 13:00 ą  14:00
       Kinniget 'vo en abadenn "Geriaoueg teiryezhek an ti" skrivet gant Marsel Maudire hag embannet gant "Aber". Roet 'vo deoc'h da glevet ivez pennadoł-kaoz graet 'kerzh ur staj gant Etienne Siberil war dem "Ar maskloł difromm". Gant Karolina

    • Emission du 14/12/2021 de 13:00 ą  14:00
       Da geńver Salońs la Baie des Livres, oa bet pedet ar skrivagner Herve Lossec, da zont da ober anaouedegezh gant skolajidi Jacques Prevert e Kastell. An eil abadenn. Gant Karolina

    • Emission du 03/12/2021 de 13:00 ą  14:00
       Eil lodenn an abadenn ma vez kinniget enni ar gejadenn etre Nolwenn Korbell ha skolajidi Jacques Prevert e Kastell-Paol. Gant Karolina

    • Emission du 23/11/2021 de 13:00 ą  14:00
       Da geńver salońs "La baie des livres" e Montroulez ’z eus bet aozet ur gejadenn gant skolajidi Jacques Prevert e Kastell-Paol ha Herve Lossec ,war intrudu ar c'helenner Fabris Kadou. Lakaet 'vo ar gaoz ivez , gant Erwan, diwar-benn sizhunvezh ar yezhoł bro e Frańs 3, gant Mael ar Gwenneg a zo e-karg eus ar programmoł. Gant Karolina

    • Emission du 16/11/2021 de 13:00 ą  14:00
       Da geńver mizvezh an teulfilmoł e vo kinniget film hir kentań Maļ Lincoln, Maner Laou, ma vez kontet ennań darempred Annie Coz gant ar brezhoneg. Dinac’het he doa Annie e-pad pell he yezh-vamm, ha koulskoude eo deuet da vezań eviti bremań yezh ar pemdez, yezh ar skrivań ivez. Gant Karolina

    • Emission du 12/11/2021 de 13:00 ą  14:00
       Bio Bleud a zo un embregerezh da broduiń toaz bio, staliet e Plouzeniel. Ur poull da zegemer ar glesker a zo bet toullet dirak ar stal. Gant Eliane Talabardon e vo displeget eo Bio Bleud ur stal troet war-zu an natur hag an endro. Kaoz 'vo ivez diwar-benn ar genstrivadeg "Filmoł Chakod" aozet gant tiez ar vro. "Spontus" eo an tem ar bloaz-mań. Muioc'h a ditouroł gant Eric al Lann eus Ti ar vro Landerne-Daoulaz ouzh mikro Erwan Blanchard. Gant Karolina

    • Emission du 09/11/2021 de 13:00 ą  14:00
       'Barzh an abadenn 'vo kaoz gant Jean-Louis Monot diwar-benn kevredigezh "Gorre ha Goueled" eus Loperc’hed hag eus abadenn c'hoariva "Ti ar medisin" a vo gant strollad ar Vro Bagan disul. Hag e vo graet anv ivez eus ar film "La lumičre pour horizon" sevenet gant Romain Arazm, poltred Thomaz Godin a zo un arzour engraver staliet e Landerne. Gant Karolina

    • Emission du 26/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       Goude bezań studiet an heuliad "Fin ar bed" gant e skolajidi e Kastell-Paol, ’oa bet sońjet gant ar c'helenner Fabris Kadou pediń unan eus aktourien bennań ar film: Nolwenn Korbell. Tammoł eus ar gejadenn a vo roet deoc'h da glevet. Gant Karolina

    • Emission du 18/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       Dirak prefeti Sant Brieg ez eus bet ur vodadeg gant kerent bugale skolioł Diwan da lakaat da dalvezout al lodenn war ar skodennoł skol a zo 'barzh lezenn Molac. Hag e vo kaoz ivez diwar-benn "Miam!" Skeudennaouer kentań Flora Castel, ul labour kaset da-benn ganti da geńver he studioł master e Roazhon. Gant Erwan ha Karolina

    • Emission du 15/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       Abadenn deiziataer gant Erwan & Karolina. Kaoz 'vo diwar-benn: -Staj c'hoariva ar Vro Bagan gant Tifenn Korr -Foar levrioł Keit Vimp Bev gant Yann-Fańch Jacq. -Dorioł digor Coop Breizh gant Daniel le Teuff -Prezegenn Herve Lossec e Plougonvelen kinniget gant Rene Moign eus kevredigezh "Marc'h Mor" -Staj KEAV e Brasparzh gant Anna ar Beg. -Show Case Noah Roudaut e mediaueg Landerne.

    • Emission du 14/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       Klasoł pevare ha trede skolaj Kerallann e Plouzane a vez o labourat war ar micherioł.  Deuet e oa Enora Henry hag a vez o labourat er stal "Bretagne apiculture" e Daoulaz da ginnig he micher hag al labour war-dro ar gwenan. Aozet e oa bet ur c’hoari gant ar gelennerez Josia Gratiet da gas ar gentel en ur mod disheńvel. Gant Ifig

    • Emission du 12/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       Daou dra az a da ober korf an abadenn. Diskouezadeg "Mona o klask he hent" er Roc'h Morvan, displeget gant Eric al Lann dirak skolidi ar Roc'h. Hag ur brezegenn aozet gant Ildys gant tem "Ar bleniań evit ar re gozh", buhezet gant Justine Guirieg ha Benjamin Franckaert. Gant Karolina

    • Emission du 08/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       E palier ar Roc’han e Landerne e vez da gaout betek penn kentań miz Du un diskouezadeg diwar-benn ar street art. Displegadennoł gant Solange Kloareg a labour evit servij sevenadurel ti-kźr Landerne. Gant Karolina

    • Emission du 05/10/2021 de 13:00 ą  14:00
       Da geńver salońs "La baie des livres" bloaz paseet oa bet labouret gant Julien Lamanda, tresour ha livour a-vicher, ha skolidi ar vro war dem ar Far West. Klevet ' vo ivez an istorioł savet gant ar vugale da lavaret eo skolidi Diwan Kastell-Paol, skolidi ar 4 avel e Lanmeur ha skolidi Jacques Prevert e Sant Martin. Gant Karolina

    • Emission du 30/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Miz Here 'vo miz ar gouel bras Deus 'ta e Brest. Kristina Jegou a ginnig deomp roll an abadennoł. Klevet e vo ivez ar ganerez Madelyn Ann. Un eil sujet a vo e fin an abadenn diwar-benn foar ar plant hag a vez aozet gant skol diwan Plougerne. Eskemmet e vo gant Sabrina Pohardy deus Kuzul Skoazell Diwan Plougerne. Kinnig a raio deomp an abadenn "Du tracteur ą l'āne" Gant Marc Pion hag a vo da 2e30, ar Sul 03/10 e Foar veo Plougerne. Anv a raio ivez deus ar broduerien vio, artizaned tiez hag energiezh hag a vo er sal Jean Tanguy. Gant Ifig

    • Emission du 29/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Agnes Dauneau hag a zo kelennerez war ar piano hag ar c’han e kreizenn an arzoł pobl e Brest a zisplego deomp mont en-dro ar skol sonerezh-se. A bep seurt abadennoł da gaout e pad ar bloaz a vo kinniget ivez. Gant Ifig.

    • Emission du 28/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Eil lodenn an abadenn gouestlet da levrioł Fulup Lannuzel, "Koroll an dasorc'h ha danevelloł all" ha "Kaour ar Barzh, galeour" embannet gant Al Liamm. Klevet 'vo ivez un abadenn gant sketchoł farsus, savet gant skolajidi Tanguy Prigent eus Sant Martin gant sikour o c'helenner Jean Roualek Kere.

    • Emission du 22/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Da heul al labourioł kaset gant Per Pondaven, Mikael Madeg ha Yann Riou da renabliń an anvioł reier e arvor Bro-Leon. Denez Abernot gant izili kevredigezh Lanvaon e Plougerne a ginnig an anvioł-se war kartennoł mor. En hańv-mań e oa reier Ploueskad, Gwinevez ha Trelez hag a oa bet lakaet war wel gant ur gartenn nevez a-drugarez da skoazell Herve Peaudecerf. Alan ar Verch, bet bezhiner a zisplego deomp perak eo ken talvoudus al labour-se. Gant Ifig

    • Emission du 21/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       An eil abadenn gouestlet da "En-dro d'al levrioł", kinniget e-kerzh festival Kann al Loar e Landerne. Mikael Madeg a oa bet pedet gant Fulup Oillo da zont da gaozeal diwar-benn e romant nevesań "Petra din-me". Gant Karolina

    • Emission du 16/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Soazig Daniellou deus Kalanna Production a ginnig ar film Noz hag a vo da welet e salioł du ar vro. Klevet e vo ivez an aktourien Clarisse Lavanant, Judikael Andro, Yann Edern Jourdan. Gant Ifig.

    • Emission du 14/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Anv 'vo graet eus diskouezadeg diavaez "Cinambule" gant Groupe Ouest a zo da welet e Plouneour-Brignogan betek miz Even 2022. Maļna ar Gars a vo klevet ouzh mikro Erwan. Ha lodenn gentań an abadenn e vo kaoz eus lennegezh gant Fulup Lannuzel, a oa deuet da ginnig daou levr skrivet gantań hag embannet gant al Liamm : "Koroll an dasorc'h" ha "Kaour ar Barzh, galeour". Gant Erwan ha Karolina

    • Emission du 10/09/2021 de 13:00 ą  12:00
       Kaoz 'vo deus "Nozvezh ar Sorcičres" e Speied. Un nozvezh evit difenn gwirioł ar maouezed a vo kinniget deomp gant Joelle Perrot deus Amnesty Etrevroadel bro an Aberioł. Graet 'vo anv ivez deus nozvezh "Enor" a zegouezho disadorn e Kemper evit enoriń Louise Ebrel. Klevet 'vo santimant Ifig Flatres war ar pezh en deus bevet o kanań gant Louise Ebrel. Gant Karolina hag Erwan Uguen.

    • Emission du 09/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Justine Gwirieg ha Gwendal Jacob a ginnig deomp an abadennoł dańs bet aozet ganto da geńver ar "C'henleur tour". Komz a reont ivez diwar-benn an diskouezadeg "Livioł" bet staliet e parrezioł bro Landivizio. Ur mod arnevez da lakaat war-wel kaerder ar gwiskamantoł a-wechall dre ruioł ar bourkioł-se. Gant Ifig

    • Emission du 09/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Diwar renabl an anvioł reier deus arvor Bro-Leon a oa bet kaset gant Per Pondaven, Mikael Madeg ha Yann Riou e vez savet kartennoł mor gant Denez Abernot hag izili kevredigezh Lanvaon e Plougerne. Alan ar Verch, a zo bet bezhiner e Kamloui e Ploueskad. D'ar wech eo bet plijet o klevet kontań an istorioł niverus a vez tro d'ar reier-se. Hiriv eo eń hag a gont an istorioł-se deomp. Gant Ifig.

    • Emission du 03/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       E mediaoueg Plougerne 'oa bet kinniget an diskouezadeg "Kanań er skol", savet gant tud TES (ti-Embann evit ar skolioł). Un diskouezadeg displeget gant Maryvonne Berthou ha kanet gant Ifig Flatres. Gant Karolina

    • Emission du 02/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       Goude an hańv ec'h adstage ar c'hevredigezhioł niverus bodet e SKED gant o obererezhioł war-dro sevenadur Breizh. Ar c’hentelioł brezhoneg a vez adlańset d'ar poent-se ivez tro ma tisplege Per Servain, unan deus ar gelennerien ha Reun Mogn, prezidant kevredigezh Marc’h-mor e Plougonvelen. Ar genurzhierez, Sterenn an Nedeleg ha  Laurie Moreau, nevez gopred gant ar gengevredigezh, a gomzo deomp diwar-benn roll an abadennoł da gaout er mizioł a zeu. Gant Ifig.

    • Emission du 01/09/2021 de 13:00 ą  14:00
       E fin ar bloavezh skol paseet e oa bet kinniget div ganaouenn da selaouerien Arvorig FM gant skolidi CM1 ha CM2 ar c’hlasoł divyezhek e skol Jules Ferry ar Releg. Desket o doa gant Mathilde Boderiou Gwerz Ker Is ha Drama köprüsü ur ganaouenn deus Turkia. Gant Ifig

    • Emission du 31/08/2021 de 13:00 ą  14:00
       Lodenn gentań an abadenn "En-dro d'al levrioł" 'oa bet kinniget da-geńver festival Kann al Loar. Un abadenn lennegezh buhezet gant Fulup Oillo, bet pedet gantań ar skrivagner Mikael Madeg. Gant Karolina.

    • Emission du 24/08/2021 de 13:00 ą  14:00
       Gant pevareidi skolaj Sant Martin hag o c'helenner brezhoneg Jean Roualeg-Kere ’zo bet enrollet ar pezh-c'hoari "Pik-nik" 'pad ar brezel" skrivet gant Fernando Arrabal. Un abadenn radio savet a-ratozh-kaer ganto evit selaouerien Arvorig FM!! Gant Karolina

    • Emission du 20/08/2021 de 13:00 ą  14:00
       Gweladennoł e brezhoneg hag e galleg a vez kinnget er mare-mań e Kastell ar Roc'h Morvan. Aozet 'vez gant tud ti an douristed Landerne-Daoulaz hag e vez heńchet ar valeerien 'barzh rivinoł Kastell ar Roc'h gant Maureen Gautier. Gant Karolina

    • Emission du 17/08/2021 de 13:00 ą  14:00
       A-raok mont da vakańsiń o doa bet tro skolajidi Sant Sebastian e landerne mont da weladenniń stal "L'občle" meret gant Cecile Caroff, keinerez a-vicher. E-barzh eil lodenn an abadenn e vo kinniget un abadenn savet gant skoljadi Sant-Martin-war-ar-Maez sikouret gant o c'helenner Jean Roualeg-Kere. Gant Karolina.

    • Emission du 02/07/2021 de 13:00 ą  14:00
       Ur pennad- kaoz kinniget gant skolajidi Sant-Heler e Roazhon ha gant o c'helenner brezhoneg Julien Meffre. Bet dibabet ganto enrollań ar skrivagner Yann Biger. Klevet 'vo ivez kronikenn Gwendoline Kervella eus Roudour Lesneven. Gant Karolina

    • Emission du 23/06/2021 de 13:00 ą  14:00
       Chom a ra labour c'hoazh gant "Dour ha sterioł Breizh" a stourm evit gwellaat kalite an dour ha dont a-benn eus ar bezhin glas a zo en emgavet dija war an aodoł e Breizh. Kinniget 'vo ivez gant Pauline Kerscaven "mon kit marées vertes" Bez 'vo kronikenn Eric (Stumdi Brest) diwar-benn ar film "Le Réseau Shelburn". Ha da gaout ivez en abadenn sonerezh diwar Festival Kann al Loar 2021. Gant Karolina

    • Emission du 18/06/2021 de 13:00 ą  14:00
       En abadenn hiziv: ha penaos eo tremenet foar bio Diwan Landerne? Kinniget 'vo deomp gouel ar sonerezh e Landerne gant Solange Kloareg ha gant Manon Deniau e vo displeget ar stajoł a vo gant Roudour 'pad an hańv. Gant Karolina

    • Emission du 16/06/2021 de 13:00 ą  14:00
       E skol Diwan Lesneven 'z eus bet aozet ur gejadenn gant Anna Duval-Guennog, tresourez skiantel anezhi, ha gant ar skolidi. Klevet 'vo kuzulioł Anna da zeskiń d'ar vugale tresań ur mod skiantel ha marvailhoł all! Gant Karolina

    • Emission du 04/06/2021 de 13:00 ą  14:00
       "Enez an Amerikaned", sed aze trede romant Goulc'han Kervella diwar-benn ar brezel 14. Un istor karantez a zo ivez etre ur gouezerez eus ar vro hag ur soudard amerikan du hag ur bern traoł all a vo displeget gant Goulc'han Kervella ouzh mikro Karolina. Ur romant embannet gant Skol-Vreizh.

    • Emission du 28/05/2021 de 13:00 ą  14:00
       Lakaet 'vo ar gaoz war diviz ar c'huzul bonreizh reizhań lezenn Paul Molac war ar yezhoł bro e Republik Bro-C’hall. Graet 'vo anv war-lerc’h eus festival In cité e Boneur gant Marion Gwenn ha Loeiza Beauvir. Un digarez da astenn ar gaoz gant ar merc'hed war o micher kanerezed. Gant Erwan ha Karolina

    • Emission du 14/05/2021 de 13:00 ą  14:00
       Gant skolajidi ar Vizag e Gwipavaz ha gant o c'helennerez vrezhoneg ’z eus bet douaret ur glozenn amzer, a vo dizouaret 'benn 10 vloaz. Klevet 'vo sońj ar skolajidi war ar raktres-se hag ivez displegadennoł ar gelennerez, Josia le Gratiet. Gant Karolina

    • Emission du 12/05/2021 de 13:00 ą  14:00
       Ur stal gońvers a zo nevez digoret gant an AGDE e Lesneven, "la boutique solidaire". Klevet e vo Jean Laot ha Jean-Yves Bodennec, izili ar gevredigezh, hag a gustum skoazellań klaskerien labour ar c’horn vro da adstagań gant ur vicher. Gant Ifig

    • Emission du 04/05/2021 de 13:00 ą  14:00
       Da geńver he studioł war ar brezhoneg e skol-veur Segalen Brest, n'eus bet tro Claudie Quenet da ober ur pennad-kaoz gant ar ganerez Enora da Parscau. Gant Karolina

    • Emission du 27/04/2021 de 13:00 ą  14:00
       'barzh an abadenn hiziv 'vo graet anaoudegezh gant Tudual le Corre, paotr yaouank anezhań, 'oa deuet betek studio Arvorig FM da ginnig ar sonerezh drill a vez krouet gantań. "UP" eo e anv arzour. Gant Karolina

    • Emission du 23/04/2021 de 13:00 ą  14:00
       Ur pennad-kaoz gant Serj an Huede, plijet-kenań gant sevenadur ar Gelted. Gantań vo kinniget ar gelaouenn "Keltia" hag ivez al liammoł a zo etre Brigantia, Berc'hed, ha Brigitte. Gant Karolina.

    • Emission du 09/04/2021 de 13:00 ą  14:00
       Fin miz Meurzh 'oa bet aozet ur valeadenn gant tud kevredigezh KLT. Heńchet 'oa bet ar bourmenerien gant Jean-Yves Corre hag Yvon Postec. A-hed richer ar c'hoat toull sac'h 'oamp bet evit mont war-lerc’h betek dismantroł Kastell Pennhoat e Sant Tegoneg. Gant Karolina

    • Emission du 31/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       En e film An alc'hwez aour ar sevener Mikael Baudu a ginnig e sell war ar stourmoł evit ar Brezhoneg bet abaoe kreiz ar c'hanvet paseet. Kinnig a ra ar film ouzh mikro Ifig

    • Emission du 25/03/2021 de 13:00 ą  14:00
        Mo'jo a zo ur strollad festoł-noz gant David BATON ouzh ar gitar bout, Paul-Emmanuel MORUCCI ouzh ar fleüt, ar c'halimbas hag ar sansulas, Stefan ROPARS ouzh ar rebed alto hag Anthony LANNUZEL ouzh ar violońs ha saksofon. Kinniget e vo pladenn nevez anvet Spered gant Anthony ouzh mikro Ifig.

    • Emission du 19/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       E kreizenn-dudi Gorre Menez e Loperc'hed eo bet Awen Plougoulm , o tisplegań abadenn "Tok 'n Emil". Klevet 'vo ar vugale, Delfin Salaun (renerez ar greizenn) hag Awen. Kinniget 'vo ivez raktres Ti ar Vro Landerne-Daoulaz "lizherennoł ha kontadennoł" gant Agathe Chapelain. Gant Karolina

    • Emission du 18/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       Asambles gant Nadine Pellen e vo komzet diwar-benn ar stal "Pemp"... pemp mod da da gas ar brezhoneg war raok!... Selaouit an abadenn a zo kaset gant Ifig.

    • Emission du 16/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       Un abadenn savet gant Thomaz Moizan, bet stajiad ganeomp. Kaoz 'vo diwar-benn pladenn "War hent Youenn Gwernig" gant Tangi Merien eus Strollad ar Vro Bagan. Hag eil tra, ur pennad-kaoz diwar-benn ar surfourien niverusoc'h-niverusań abaoe penn kentań ar c’hleńved-red. Gant Karolina

    • Emission du 12/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       Manifestadeg e Kemper d'an 13 a viz Meurzh 2021 evit ar c'hendivizad Stad-Rannvro war ar c’helenn yezhoł Breizh. En abadenn e vo klevet Lena Louarn bez-prezidantez ar rannvro e karg eus ar yezhoł o reiń un nebeud elfennoł deus ar pezh a zo en danvez emglev evit respont d'ar goulenn a zo e Breizh da gaout muioc'h a vrezhoneg. Reiń a raio he sell war dazont ar stourm evit ar brezhoneg, he hag a chomo a-sav gant he fost. Klevet a raimp ivez Jean-Claude Le Ruyet, skrivagner bet o labourat en deskadurezh publik ha prevez evel kuzulier pedagogel, e anv ar c’hengevredad Breizh mestr. Kinnig ar raio un nebeud hentoł da voulc'hań evit kas aesoc'h ar c'helenn brezhoneg ha desachań ar Vreizhiz en amzer da zont. Gant Ifig.

    • Emission du 10/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       Embannet e oa bet e vije digresket an niver a gelennerien e meur a skol e akademiezh breizh e klasoł unyezhek koulz ha divyezhek. Pa c’houlenner petra zo kaoz da gement-se ? E vez respontet e tlee akademiezh breizh postoł. Padal, peadra zo d'en em c'houlenn piv a tlee petra da biv pa seller eus stad ar brezhoneg. Start eo reiń lańs ha diorroin hentennoł brezhoneg ha bresk e chomont daoust dezho bezań bet lańset ouzhpenn 30 vloaz 'zo. Evel hini Gwiseni hag a gollo un hanter bost ar bloaz a zeu. Ur riskl bras hag a c'hellje buhan kas ul labour hir d'an traoń. Klevet e vo Jeannette Rivoalen ha Jeannine Lossec. Ouzh mikro Ifig

    • Emission du 09/03/2021 de 13:00 ą  14:00
       An eil abadenn gant Benjamin Franckaert ha Gwendal Lazzara diwar-benn kevredigezh Letavia. Ur sell a dostoc'h war an dafar (klezeioł, kontilli, bravigoł, tokarnoł, dilhad…) 'oa deuet gan to an deiz all. 'barzh eil lodenn an abadenn 'vo dielloł da gaout a-drugarez da RCF Brest: ur pennad-kaoz gant Job an Irien ha Jeanne Gourvez, bet enrollet e 1993 hag e oa 89 bloaz. Ganti 'vo lakaet ar gaoz diwar-benn SOS Famille. Gant Karolina.

    • Emission du 19/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       "Letavia" a zo ur gevredigezh savet gant Benjamin Franckaert ha Gwendal Lazzara e 2007.Ganto e vez studiet ar Vretoned eus ar Grennamzer Uhelań. Danvez adsavadennoł istorel a vez kinniget gant tud ar gevredigezh. Gant Karolina

    • Emission du 18/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       Cécile Caillaud a zo o kas he zrede bloavezh aotregezh e skol-veur Brest war ar Brezhoneg. Evit ar c'hentellioł sokioyezhoniezh emań o studial ar gerioł diwanet, krouet pe adkavet abaoe penn-kentań kleńvet ar c'hovid. Gant Ifig

    • Emission du 17/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       Diwall. "Ar maskloł n'int ket talvoudus evit ar boblańs" a veze embannet e penn-kentań ar bandemiezh. Ha petra c'hoazh ? Ne oa ket bet touellet an embreger Joėl Gourmelon e Meskodenn e Plouzeniel, gant an diskan-se ha lańset gantań ur stal da broduiń maskloł surjian R2 anvet Diwall. Klevet e vo e vestr staj bet da Joel, da lavaret eo Hervez Lossec. Ouzh mikro Ifig.

    • Emission du 16/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       Niverenn 15 "Kaieroł an Dourdon" kinniget gant Yann-Ber Thomin unan eus skrivagnerien ar gelaouenn istorel-se. Daou bennad 'zo bet skrivet gantan : "Goueletenn an Elorn" hag "Merc'hed a gońvers e Landerne en 18vet kantved". Gant Karolina.

    • Emission du 11/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       E penn-kentań miz C’hwevrer, er skolioł prevez, e oa bet oazet ur sizhun ispisial evit brudań ar brezhoneg. E Ploueskad, holl glasoł ar skol n'oa bet un tavań d'ar brezhoneg gant atalieroł yezh, istorioł ha dańsoł. E klas Nikol Bihanik e vimp. Ouzh mikro Ifig.

    • Emission du 04/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       Nullet e oa bet ar fest bras "Deus 'ta" e miz Du paseet. Daoust d'an taol fall-se e kendalc'her da gas war-raok raktresoł liammet gant an emgav-se skolioł Brest. Deus 'ta a vod an teir hentenn vrezhoneg e brest hag e aozerien o deus lańset al labour seveniń un teul film hag a vo kaset da benn gant ar vugale skoazellet gant Kristenn Falc'hun. E skol diwan ar Gwelmeur ez eus bet graet war-dro lodenn an teul film hag a ginnigo labour strollad c'hoariva Piba tro da abadenn Donvor. Pedet o doa Tomaz Kloareg, rener arzel ar strollad da zont e klasoł Lena Despretz ha Goulc'hen Bijer. Gant Ifig.

    • Emission du 03/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       N'int ket niverus ar strolladoł sonerezh hag o deus gellet kinnig sonadegoł dirak arvesterien er goańv-mań siwazh. Ar strollad rock Horizontal Francis deus St Kadou neus bet ar chańs d'en ober ha zoken da filmań an abadenn hag a c'heller kaout war o chadenn Youtube. Adrien Gouez gitarour ar strollań a vo klevet amań. Gant Ifig

    • Emission du 02/02/2021 de 13:00 ą  14:00
       Un tamm pennad kaoz gant Cali, Bleuenn hag Anna, teir skolajiadez deuet da baseal ur sizhunvezh staj e Arvorig. Hag ivez kronikenn alc’hwezioł brezhoneg diwar-benn "a-benn". Gant Karolina

    • Emission du 28/01/2021 de 13:00 ą  14:00
       Entanet gant redadeg ar Vendée Globe, Tudi Mazo hag Oscar Lavisse Leostig deus Gwinevez a ginnig deomp penaos o deus heuliet ar rederien war vor int-i hag a zo ezel eus klub bageal Ploueskad. Gant Ifig

    • Emission du 21/01/2021 de 13:00 ą  14:00
       Kinnig a ra ar c’hevredigezhioł istorel "Ar soudarded" ha "Gward an aod" aozań kampoł gouestlet d'ar grennamzer uhel evit deskin, lakaat e pleustr ha kompren penaos e veze bevet hag en em gannet etre an Xvet ha XIVvet kantvet. Nevez zo o deus renevezet ur vag korac’h anvet Brioc. Ler a ra kouc'h ar vag-se par d'ar pezh a gaver atav e Bro-Iwerzhon. Ar vagad vretoned a c'hoario tro inizi Breizh-Veur pa zistroio an hańv. Klevet e vo Kentigwern Jaouen ha Loig Jestin.Gant Ifig.

    • Emission du 19/01/2021 de 13:00 ą  14:00
       Hag a-nevez e Landerne? Amap "Croque ton panier" gant legumaj bio eus Trelez kinniget gant Brendan Simon. Pemp roued a zo bet staliet a-hed an Elorn da virout ouzh ar plastik en emgavout er stźr. Displegadennoł gant Yoann Lestic eus Syndikat diazad an Elorn. Kronikenn Owen diwar-benn Farming Simulator. Gant Karolina

    • Emission du 14/01/2021 de 13:00 ą  14:00
       Displegań a ra Sterenn an Nedeleg pegen plijet e vez o veajiń. Beajoł pell hag hir. Er mare-mań, sur, ne z eus ket tu d'en ober ha ranket eo bet dezhi ampellan ur raktres beaj e Kolombia. Met an avantur a gendalc'h eviti a-drugarez d'ar veaj n'oa kaset e 2018 e Bro-Japan rak an diskouezadeg ZOOM JAPON BRETAGNE savet da heul a gendalc'h da zesachań tud. Gant Ifig.

    • Emission du 12/01/2021 de 13:00 ą  14:00
       Pladenn gentań ar strollad Castor & Pollux a zo anvet "Contrebandes". Ur meskaj etre sonerezh hengounel Breizh ha sonerezh ar bed. Ganin, en abadenn hiziv, Tristan Jezekel, soner klarinetenn anezhań. Gant Karolina

    • Emission du 08/01/2021 de 13:00 ą  14:00
       Breizh Boutik a zo ur stal el linenn, savet gant Morgan Barzik. Produoł a bep seurt a c'heller prenan da gaout un tańva eus Breizh! Gant Karolina

    • Emission du 07/01/2021 de 13:00 ą  14:00
        Ar goulenn war unan deus ar stummadurioł brezhoneg kinniget gant ar greizenn Roudour a zo aet war gresk abaoe enkadenn ar c’hovid. Hini ar pell-stummań. Muioc'h a ditouroł a vo da gaout digant Sedrig Laur. Un abadenn gant Ifig

    TU HA TU

    WAROCK

    • Emission du 27/12/2021 de 20:10 ą  20:40
       Maxwell Farrington ha Le super homard o deus embannet "Once" e 2021. Un album a feson etre rock hag ar pop "orchestral"... O chom 'ba Breizh, chouk Sant-Brieg emań Maxwell Farrington, ar c'haner- krooner eus Aostralia. Selaouit Warrock gouestlet da "Once"

    • Emission du 25/04/2020 de 20:00 ą  20:30
       Sonerezh diwar an heuliad skinwel "Peaky Blinders". An eil abadenn kinniget gant Erwan.